The Madonna of the Streets
Mary's Rosaries

Home Page

Contact Us

Make a Payment, Methods of Payment, Refund and Exchange Policies

Rosaries
subpages:

How to Pray the Rosary
subpages:

Pictures Main Page
subpages:

Curriculum
subpages:

Website Terms of Use

License Agreement

Sitemap


The Work of God's Children

 Breton Rosary Prayers
This language is also known as Brezhoneg and Bretonisch.
This language is spoken by 500,000 people in France.

See also The Work of God's Children page for the illustrated version of prayers in this language.


Sign of the Cross / Signum Crucis
En anv an Tad hag ar Mab, hag ar Spered Santel.  Amen.
(Evelse bezet graet).


Ton Te Deum / The Apostles' Creed / Credo
Ni gred ennoc’h Doue Trinded,
An Tad, ar Mab, hag ar Spered.
1*Me ‘gred en Doue, an Tad hollc’halloudek,*
Krouer an neñv hag an Douar,
2*Hag en Jezuz Krist,
e Vab unganet hon Aotroù,
A zo bet koñsevet dre nerzh ar Spered Santel,
Ganet gant ar Werc’hez Vari.
3*En deus gouzañvet dindan Poñs-Pilat,
A zo bet kroaz-staget, marvet ha sebeliet.
A zo diskennet d’an ifernioù.
4*D’an trede deiz ez eo savet a varv da vev.
Pignet d’an Neñv hag azezet en tu dehou d’an
Tad hollc’halloudek.
Ac’hane e teuio da varn ar re vev hag ar re varv
5*Me ‘gred er Spered Santel,
An Iliz santel, katolik,
E komunion ar Sent,
E pardon ar pec’hedoù.
6*Gortoz a ran adsav ar re varv da vev,
Hag ar vuhez peurbadus. Amen.

Hon Tad / Our Father
Hon Tad, pehini zo enn env, hoc'h hano bezet santifiet; ho rouantelez deuet deomp, ho polontez bezet great var ann douar evel enn env. Roit d'eomp hirio hor bara pemdeziek, ha pardounit d'eomp hon offansou evel ma pardounomp dar re o deuz hon offanset; ha na bermettit ket e kouezfemp e tentasion; mes hon dilivrit diouz ann drouk. Evelse bezet great.

Another version of
 Hon Tad / Our Father:
Hon Tad pehini oud en envou, da hanô bezet santifiet. Deued da rouantelez: Da volonte bezet grët war an douar evel en env. Ro deomp hirio hor bara pemedeziec. Ha pardon deomp hon dleou, evel ma pardonomp ive d'hon dleourien. Ha n'hon hinch ked en tentasion, mes delivr ac'hanomp a zroug: Rag d'id eo ar rountelez, ar galloud, hag ar gloar, da viken. Amen.

Another version of
Hon Tad / Our Father:
Hon Tad,
c'hwi hag a zo en Neñv,
ra vo santelaet hoc'h ano.
Ra zeuio ho Rouantelezh.
Ra vo graet ho youl war an douar evel en neñv.
Roit dimp hizio bara hor bevañs.
Distaolit dimp hon dleoù
evel m' hor bo ivez distaolet d' hon dleourion.
Ha n' hon lezit ket da vont gant an temptadur,
met hon dieubit eus an Droug.

Another version of of
Hon Tad / Our Father:
Hon Tad a zo en neñv,
Hoc’h anv bezet santelaet,
Ho rouantelezh deuet dimp,
Ho polontez bezet graet
War an douar evel en Neñv,
Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek,
Pardonit dimp hor pec’hedoù
Evel ma pardonomp d’ar re
O deus manket ouzhimp.
Ha n’hon lezit ket da gouezhañ en temptadur,
Met hon diwallit diouzh an droug.
Evel-se bezet graet! (Amen)

Another version of
Hon Tad / Our Father:
An destenn e henc'hresianeg:

Πάτερ ἡμῶν ὁ ἐν τοῖς οὐρανοῖς
ἁγιασθήτω τὸ ὄνομά σου
ἐλθέτω ἡ βασιλεία σου
γενηθήτω τὸ θέλημά σου, ὡς ἐν οὐρανῷ καὶ ἐπὶ γῆς
τὸν ἄρτον ἡμῶν τὸν ἐπιούσιον δὸς ἡμῖν σήμερον
καὶ ἄφες ἡμῖν τὰ ὀφειλήματα ἡμῶν,
ὡς καὶ ἡμεῖς ἀφίεμεν τοῖς ὀφειλέταις ἡμῶν
καὶ μὴ εἰσενέγκῃς ἡμᾶς εἰς πειρασμόν
ἀλλὰ ῥῦσαι ἡμᾶς ἀπὸ τοῦ πονηροῦ.
Another version of
Hon Tad / Our Father
Hon Tad, pehini zo en nenv, ho hano bezet santifiet, ho rouantelez deut d'imp, ho polonte bezet grêt war an douar evel en nenv. Reit d'imp hirie hon bara pemdeiek. Pardonet d'imp hon ofansou, evel ma pardonomp d'ar re o deus hon ofanset. Na bermetet ket e kouezfemp en dentation; mes hon delivret a bep droug. Evelse bezet grêt.  Amen.

Me ho salud, Mari / Hail Mary
Me ho salud, Mari, leun a c'hras,
ann Aotrou Doue a zo ganeoc'h,
benniget oc'h dreist ann holl ragez,
ha bennget eo ar frouez euz ho korf, Jezuz.
Santez Mari, mamm da Zoue,
pedit evidomp pec'herien,
brema hag enn heur euz hor maro. Evelse bezet great.

Another version of
Me ho salud Mari / Hail Mary / Ave Maria
Me ho salud Mari, leun a c’hras ;
An Aotroù Doue zo ganeoc’h ;
Benniget oc’h dreist an holl wragez,
Ha benniget eo frouezh ho korf, Jezuz !
Santez Mari, Mamm da Zoue,
Pedit evidomp-ni, pec’herien,
Bremañ, ha da eur hor marv.
Evel-se bezet graet ! (Amen)

 Sant Mikael Arc'hael/ Saint Michael Prayer
Sant Mikael Arc'hael, hon difennit e-barzh an emgann ha bezit hor gwarezour a-enep drougiezh hag itriko
ù an diaoul. Ra vezo teñset gant Doue, hen goulenn a reomp gant ur galon izel. Ha c'hwi, priñs armead an Neñvoù, dre ar galloudoù a zo bet fiziet ennoc'h gant Doue, bountit en ifern Satan hag an drouksperedoù all, a red a dreuz ar bed a-benn kas da goll an eneoù. Amen.

Anjeluz

Ni ho salud gant karantez
Mari Rouanez an aelez,
C’Hwi a zo benniget, O pia !
Hag a c’hrasoù kar get, Ave Maria,

Me ho salud Mari, leun a c’hras,
An Aotroù Doue a zo ganeoc’h,
Benniget oc’ h dreist an holl wragez,
Ha benniget eo ar frouezh eus ho korf, Jezuz.

Santez Mari, Mamm da Zoue
Pedit evidomp pec’herien,
Bremañ ha da eur hor marv.
Amen. (Evelse
bezet graet).

Ra vezo meulet ho pugel
E pep lec’h, O Gwerc’hez santel :
Kanomp gant an aelez, O pia !
E veuleudi bemdez, Ave Maria !
Me ho salud Mari...

Diganeoc’h ivez ni c’houlenn
Ho sikour pa vimp o tremen,
M’hon bo digan t Jezuz, O pia !
Ur marv mat, eürus, Ave Maria !
Me ho salud Mari...

Pedomp :
Skuilhit, ni ho ped, Aotroù,
Ho kras en hon eneoù,
Ha p’hon eus , dre salud an ael,
Anavezet enkorfadur ho Mab JezuzKrist,
Grit ma c’helli mp, dre e C’houzañv hag e groaz,
Bezañ renet e klod an Dasorc’h.
Dre ....
Amen.


Silent Night/Stille Nacht

Sioul an noz, santel an noz!

Deuomp holl, kanomp holl,
d'ar Vamm zantel, d'he Bugel
Jezuz o paonez genel,
bennoz ha levenez,
bennoz ha levenez.
Creative Commons License
The contents of this webpage are licensed under a Creative Commons Attribution 3.0 License.
Valid HTML 4.01 Transitional
(this is the bottom of page)